Soft Power

Soft Power levr embannet e 2004 gant Joseph Nye

Soft power anvet a-wechoù diplomatiezh ar Galon hag ar Spered (saozneg:hearts and minds diplomacy) a zo ur meizad savet gant Joseph Nye eus skol-veur Harvard evit diskrivañ an doare da zesach ha da bamañ e-serr implij doareoù rediañ (hard power), oc'h implij an nerzh pe an arcahnt a-benn kendrec'hiñ. Un diazez d'ar Soft Power a zo ar fed n'eo ket ur rediañ, diaz ar meizad a zo da gavout e-kostez ar sevenadur, an talvoudegezhioù politikel, hag an diplomatiezh etrebroadel. A-nevez eo bet implijet an termenadur a-benn displegañ ar c'hemmoù pe levezonoù sokial pe ar meno foran dre implij al Lobby pe rouedadoù damm guzh an aozadurioù politikel pe get. E 2012, Nye en devoa displeget eo ar soft power, "the best propaganda is not propaganda" (Brezhoneg: "Ar gwellañ propaganda n'eo ket propaganda"), en ur vont gant e gaoz e tisplegas dre ma vevomp mare an titouriñ, "credibility is the scarcest resource." (Brezhoneg: "Ar gredusted a zo an danvez ralañ").

Soft Power a zo ar fed lakaat da ziwan ha da zioroiñ liammoù, doujañs, betek ar bam a-berzh ar vroioù all evit gounez nerzh. Ar pal hag an doare d'ober a zo sioul hag a implij dreist-holl ar sevenadur e-plas an diplomatiezh ofisiel. Dre sikour ar sonerezh, ar filmoù... e vez krouet un aergelc'h a zesach selloù mat war-zu an hini a implij ar soft power. Un doare propaganda sioul ez eo a glask krouiñ kerentiezh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search